Breizh Sinema

Sikour ha harpañ an dougerien raktresoù war dachenn ar sinema hag ar c’hleweled, sed aze pal Breizh Sinema : ur servij eus an eil penn d’egile, adalek ar skritur betek mirout ar filmoù. Kement obererezh gant ar Rannvro war an tachennoù-se a dremen dre Breizh Sinema : reiñ skoazell d’ar c’hrouiñ a bep seurt, sikour frammañ ar filierenn e Breizh, aesaat degemer produerezhioù ha kenbroduerezhioù eus Frañs pe etrebroadel, ha teuler evezh dreist-holl ma vo skignet an oberennoù ha desket d’ar re yaouank kompren gwelloc’h bed ar skeudenn

Arc’hantaouiñ ha skoazellañ ar raktresoù

Gant ar Font skoazell d’ar c’hrouiñ filmoù ha kleweled (FSKFK) e c’haller skoazellañ raktresoù filmoù evit kement pazenn a ya d’ober al labour krouiñ (skrivañ, diorren, produiñ). Aozet e vez bodadoù lenn ingal evit studiañ ar raktresoù kaset da Rannvro Breizh gant ar re a c’houlenn bezañ skoazellet.

Harpañ ar raktresoù eus an eil penn d’egile

E Degemer ar Filmañ ez eus ur skipailh mailhezed hag a vez o harpañ ar raktresoù filmoù adalek ar pazennoù kentañ eus al labour produiñ. Degaset e vez ur skoazell digoust diouzh ezhommoù pep hini ha diazezet war un anaoudegezh ledan eus Breizh.

Ezel eo Degemer ar Filmañ eus ar rouedad Bodad ar Filmoù kenurzhiet gant Film France, hag e balioù eo brudañ Breizh hag al lec’hioù, an dud a vicher a zo enni, dedennañ ar filmoù etrezek enni ha diorren ar filmañ, frammañ gennad ar sinema hag ar c’hleweled ha broudañ an efedoù mat a-fet implij, ekonomiezh, touristerezh ha brud.

Perak dont da Vreizh

Ur rannvro aes dont betek enni

Aes eo dont betek Breizh hag a bep seurt doareoù treuzdougen zo. Digoust eo ar rouedad hentoù peder forzh e Breizh ha gallout a reer mont eus Pariz da Roazhon en ur ober 3e30. Ouzhpenn n’eus ezhomm nemet 1e25 da vont eus Pariz da Roazhon gant an tren dre al linenn tizh bras.

Chomadennoù skrivañ

Da gentañ-penn emañ an danevelliñ hag ar skritur ha war se eo e ranker neuze diazezañ ur filmouriezh vreizhat. Evit en ober eo dav krouiñ ur framm da lakaat senarierien nevez da zont war wel hag aesaat ar chomadennoù e Breizh evit an aozerien, ha pa vefent eus Breizh pe eus lec’h all.

Lec’hioù evit filmañ

Gallout a reer sikour an dougerien raktresoù da gavout lec’hioù evit filmañ. Traezhennoù, feurmioù, ur bon splujerezioù, kestell, tiez a vremañ, koadoù, kêrioù… Bez’ ez eus 27 000 km² a lec’hioù ma c’haller filmañ, ar pep diaesañ eo ober an dibab !

Teknikour.ien.ezed ha komedian.ez.ed

Ouzhpenn 360 a deknikour.ien.ezed ha 290 a gomedian.ez.ed hag a zo o vevañ e Breizh zo renablet e dielloù Breizh Sinema, eus ar renerez skiant-prenet ganti betek an den nevez-diplomet. Talvoudus kaer e c’hallont bezañ evit an dougerien raktresoù.

Ur renabl pourchaserien

Stank eo ar bourchaserien evit harpañ ar raktresoù war dachenn ar sinema hag ar c’hleweled. Kavout a reer 90 a bourchaserien e renabl ar Rannvro, koulz evit a sell ouzh ar son, sklêrijennañ, skeudenniñ, gwardoniañ, filmañ dindan vor, prientiñ predoù ha kement zo.

Danvez e Breizh

E Breizh e kaver un endro ha n’en deus ket e bar e Frañs : ur gwir vengleuz aozer.ien.ezed ha krouer.ien.ezed, stalioù produiñ a bep seurt ha skiant prenet ganto, ur filierenn frammet ha kevreet, ur c’henlabour a-zoare etre an dud a labour er c’hleweled, ur rouedad salioù sinema puilh pep lec’h er rannvro, festivalioù birvilh hag ijin ganto ha tud gouest da reiñ bec’h ha d’ober traoù asambles.

Toutes nos actualités